Ar bloaz-mañ hon eus resevet 26 raktres, 7 a zo bet dibabet gant Kuzul ar re fur. Ezhomm vo 60 500 € evit arc’hantiñ anezho da lâret eo 120 500 € evit an holl gant Diwan.
Ar raktresoù arc’hantet gant Redadeg 2012
- Brezhoneg er magourioù :
Divskouarn / 16 000 €
Kaout dafar pedagogel evit treuzkas ar yezh d’ar re vihan er magourioù. - Teatr evit an holl dud :
C’hoariva / 10 000 €
Brudañ ha lakaat ar c’hoariva brezhonek war-well dre ar Genrouedad. - Video pa garo:
Dizale / 8 500 €
Pellgargañ videoioù a bep seurt e brezhoneg. - C’hoari gant mojennoù Breizh :
Oaled Landelo / 8 000 €
Ur c’hoari kartoù evit ar skolidi, kreizennoù dudi, kentelioù noz hag all. - Levrioù diembann evit ar vugale :
Sav-Heol / 5 000 €
Treiñ levrioù a-feson na gaver ket c’hoazh e galleg. - Foetañ Bro-Leon e brezhoneg war warc’houarn :
Ti ar vro Leon / 7 000 €
Aozañ pourmennadennoù war hentoù Bro-Leon. - Ul liorzh c’hoariva ma tiwan ar c’hejadennoù enni :
Teatr Piba / 6 000 € Aozañ emgavioù ha eskemmoù gant bugale, tud kozh hag arzourien tro-dro d’ar pezh c’hoari evit ar vugale «Al Liorzhour ».
- Raktresoù 2012 Raktresoù 2012(PDF – 13 ke)
Ar Redadeg a di da di , BP 15 - 35310 Morzhell
06 08 64 99 72
Montroulez (12-13/05)










































