Goulennit pep tra diganeomp... respontet vo deoc’h !

Degemer al lec'hienn > Gouelioù hag abadennoù > Gouel al loc’hañ e Brest

Gouel al loc’hañ e Brest

« Amañ ‘mañ Brest ! » Loc’homp war an hent-houarn

ROLL AN DEVEZHIOU BERR HA BERR

tresadenn hentad al loc’han e Brest

Skritell Fest-noz, aozet gant Ai’ta, digwener noz(5€) skritell fest noz Brest

PIV A SENO ER FEST-NOZ HAG ER FEST-DEIZ ?

ARZOURIEN WAR AL LEURENN VRAS DISADORN

D’an 12 a viz Mae e loc’ho an trede Redadeg eus Brest.

War-lerc’h An Naoned e 2008 ha Roazhon e 2010, setu Brest an trede kêr o lidañ loc’hañ ar Redadeg. Ha SKED en deus skoazellet an aozadur. Strollad Ai’ta en deus aozet fest-noz digwener.

Na petra ‘ta ? Anat evit ur gêr gant kement a startijenn, brasañ hini bro Leon, trede hini Breizh, pa seller ouzh stankder he foblañs, leun a dud yaouank enni, ha sez Skol-veur Breizh-Izel.

E Brest ivez e vez bodet bagoù forzh pegement da-geñver « gouelioù ar bigi ». Kêr ar sevenadurioù ez eo Brest ivez gant «gouel ar yezhoù» kêr ar sportoù gant «Brest o redek», «Brest a lid ar sport» hag evel-just «Amañ ‘mañ Brest» ger-stur skipailh mell-droad Brest.

Amañ e-giz e kalz a gêrioù bras ez eo gwall ziaes brasaat plas ar brezhoneg (dreist-implij ar galleg, fiñvadennoù ar boblañs). Kement-se a zo gwiroc’h c’hoazh e Brest, enezennad istorel c’hallek e-kreiz ur mor a vrezhoneg.

Koulskoude e talc’h hor yezh, bravoc’h c’hoazh, dont a ra a-benn da vrasaat he zachenn . ‘B’lamour da betra ? :

  • Kelennet e vez hor yezh stankoc’h-stankañ kement e kêr ha tro-dro : nav skol kentañ derez ha tri skolaj a gaver pe gant Diwan, pe en hentenn bublik pe gatolik. Ganti emañ ar c’hresk brasañ evit an niver a vugale roet dezho un tañva d’ar brezhoneg en he skolioù mamm. Daougementet eo bet an niver a vugale skoliataet e brezhoneg dindan 5 bloaz.
  • Brest he deus sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » e 2006 ha kumunioù tost ouzh Brest ivez : Gwipavaz, Plougastell-Daoulaz, Plouzane, ar Releg-Kerhuon, Gouenou, Plougerne, Landeda, Lanniliz, Milizag, Treglonou, Sant-Pabu, Plabenneg, ha pell eo ar roll a vezañ klok.

Brest a zo bet choazet gant ar Redadeg er bloaz-mañ abalamour d’ar birvilh a weler er gêr leonat-mañ. A-bouez eo evit ar Redadeg harpañ ar strivoù a vez graet war dachenn ar yezh. Leun a youl eo bet tud ar c’horn-bro da geñver an div redadeg kentañ ha n’eo ket stank ar broioù o deus gwelet kement a dud o kemer perzh.

Dibun al loc’hañ

4e00 : Loc’hañ eus park ar chadennoù (parc à Chaines) er porzh kenwerzh 3 zroiad a vo kinniget ma c’hello pep hini kemer perzh:
Troiad kentañ : an hini aesañ : 1 km
Eil hini : 3 km, digor d’an holl war kaeoù ar porzh
Trede hini : 3 km gant un diribin, diaesoc’h War-lerc’h e vo ar Redadeg war hent an tramway ma vo lidet e zigoradur dres d’ar memes mare . Skoazellet eo bet an 15 km kentañ gant Ti-kêr Brest a-benn lidan an tramway nevez ) ‘benn kuitaat kêr-Vrest war-zu Gouenou ha pelloc’h e Breizh betek Douarnenez.

Gouelioù a vo e bro Leon e pep-lec’h

E-pad an endervezh diduamantoù a bep seurt evit an holl gant abadennoù sonerezh, fest-deiz ha fest-noz, standoù bed ar sevenadur e bro Brest. Tro ho po da gejañ outo ha d’ober anaoudegezh gant o oberoù : skolioù, sportoù, c’hoariva… bez’ e vo enoret ar brezhoneg ha sevenadur Breizh.

Km : 1442
article.html