Goulennit pep tra diganeomp... respontet vo deoc’h !

Degemer al lec'hienn > Gouelioù ha buheziñ war hent ar redadeg

Gouelioù ha buheziñ war hent ar redadeg

Un darvoud leun a strartijenn eo ar Redadeg, un digarez d’en em vodañ, kejañ ouzh brezhonegerien all ha bevañ ur prantad plijus en hor yezh ..

Ar skolioù hag ar c’hevredigezhioù lec’hel a gemero perzh e aozadur ar Redadeg hag en abadennoù a vo a-hed an hent. Ur gwir taol-kaer ez eus da sevel evit lakaat war wel o labour hag o entan evit ar brezhoneg. titre

War hent ar Redadeg e vo aozet abadennoù digor d’an holl, evit ar berzhidi hag ar skoazellerien : dijuniñ pe predoù all, festoù-deiz pe festoù-noz, stalioù, pezhioù-c’hoari pe sonadegoù ... douzh ma vo an eurioù hag al lec’hioù.

Noz ha deiz e vo bev ar Redadeg, ha bev-buhezek zoken, gant kan ha sonerezh.

Rak rankout a raio ar Redadeg bezañ gwelet ha klevet noz ha deiz !

rubrique.html