Goulennit pep tra diganeomp... respontet vo deoc’h !

Tañva d’ar brezhoneg er Redadeg

DAO Deskiñ d’An Oadourien, kengevredigezh ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet, a ginnig deoc’h aozañ ur gentel verr tañva d’ar brezhoneg pa dremeno Ar Redadeg en ho kêr.

  Aozañ a rit un abadenn bennak da-geñver Ar Redadeg, perak ne vefe ket kinniget ganeoc’h un tañva d’ar brezhoneg evit ar re na ouzont ket c’hoazh!

  Kinniget e vo ganeomp ur framm kentel lusket, war un ton plijus gant doareoù kelenn a-vremañ. Un deltennig a vo evit ar gentel gant an dafar da-heul evit kas anezhi (un daolenn, kadorioù, ur giton...). Embann a raimp ur follenn-nij da reiñ d’an dud gant un nebeud gerioù diazez hag an titouroù diwar an doareoù da zeskiñ ar yezh.

Folenn-nij da skignañ

Deuit e darempred ganeomp evit lakaat an traoù e plas... ha bec’h de’i evit Ar Redadeg !

Deskiñ d’An Oadourien – Ti Ar Vro 6, Plasenn Gwirioù Mab den
29 270 KARAEZ - Pgz/Tel : 02 98 99 24 94
 dao.bzh@gmail.com -  www.dao-bzh.org

article.html