-
Penaos kemer perzh ?
Tremen a raio ar Redadeg nepell diouzh ho ti ? Deuit ganeomp ha redit evel m’ho peus c’hoant ! Ar Redadeg ’zo digoust ha pep hini a c’hall dont ganeomp !

Pep hini a c’hall kemer perzh gant meur a zoare :
prenit ur c’hilometr
pe meur a hini ha dougit ar vazh-test : ar bilhed prenañ zo da bellgargañ pe prenit en linenn (n’eo ket ret ober un testeni mezeg)
- priz kilometr tud pe kevredigezhioù : 100 €
- priz kilometr kumunioù pe embregerezhioù : 200€
deuit ganeomp evel ur c’henveler pe ur mesen
Lakait hoc’h anv e-kreiz brud un darvoud poblek ha leun a startijenn evit reiñ da anavezout hoc’h embregerezh en un doare dispar a-gevre gant miliadoù a dud yaouank a vev enno Breizh an dazont hag a zalc’h krog o yezh hag o sevenadur. (S.o. roll an danvez kevelerien)
gallout a rit ivez :
- redit ha setu tout , war-lerc’h ar pennrederien a zoug ar vazh-test, evit skorañ ha skoazellañ anezho a-hed ur c’hilometrig pe muioc’h war-hed dek kilometr zoken.. n’eus spered a gevezerezh ebet ha digoret eo ar Redadeg d’an dud a bep oad hag a bep tro, d’an holl..
- prenit ur vailhurenn liv Redadeg 2012 warni (tud deuet 10 € bugale 5€) mailhurennoù zo da werzhañ o klikañ war ar rubrikenn
- kevredigezhioù, skolioù, embregerezhioù, strollegezhioù, ... Grit ho mad eus tremen ar Redadeg evit aozañ ur gouel ha diskouez ar pezh a rit evit ar brezhoneg.
- skrivañ kanaouennoù, tapout fotoioù, grit filmoù, lakaat startijenn er Redadeg
- skignañ ha brudañ ar redadeg , bodiañ en-dro deoc’h ho mignoned-c’hwi hag ho familh, izili, ... pal eo diskouez e vezomp niverus, mennet ha dedennet gant ur yezh vev hag e pep lec’h e Breizh.
hag ivez, evel just :
- emezelañ d’ar gevredigezh “ar Redadeg a di da di”
Kumunioù, embregerezhioù, artizaned, stalioù... c’hoant ho peus titouroù ouzhpenn ? Klikit amañ
- Follenn emezelañ 2011-2012 Follenn emezelañ 2011-2012(PDF – 18.1 ke)
- Bilhed prenañ kilometrad(où) Redadeg 2012 Bilhed prenañ kilometrad(où) Redadeg 2012(PDF – 563.1 ke)
-
An aozadur
Gant Diwan eo bet krouet ar Redadeg e 2008 evit lidañ 30 vloaz ar skolioù war an ton bras. Hiziv eo un aozadur emren aozet hervez lezenn 1901, bet savet e miz Gwengolo 2008, enrollet er prefeti dindan an niverenn W353006925.
Diazezet eo mont en-dro ar gevredigezh war bolontez-vat hec’h izili. Bodañ a ra tud, c’hoant dezho kemer perzh en aozadur hollek ar Redadeg.
Ma ho peus c’hoant ivez kemer perzh, kavit amañ kenstag :
- Kuzul Merañ Kuzul Merañ (PDF – 26.4 ke)
- Statudoù ar Redadeg a di da di Statudoù ar Redadeg a di da di (PDF – 14.8 ke)
- Kuzul Merañ - Here 11 Kuzul Merañ - Here 11(PDF – 25.7 ke)
-
Petra eo ar Redadeg ?
Ar Redadeg
E kreizig-kreiz ar glad breizhat, gant e identelezh kreñv hag e binvidigezh emañ ar brezhoneg.
Fellout a ra da aozerien ar Redadeg ober eus an degouezhadenn-se arouez vev treuzkas ar yezh, a rummad da rummad, a vro da vro.
Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur.
N’eus taol-kaer ebet d’ober, maout ebet da c’hounit. Dont a ra an tadoù ha mammoù gant o bugale, an dud-kozh gant o bugale-vihan, ar re yaouank gant o mignoned, da redek 100 pe 1000 m, an holl a-gevret.An holl troet war-du un dra hepken : ambroug dougerien ar vazh-test, hag ar c’hemenn e brezhoneg a zo enni, hep distag, hag an trec’h eo trec’h an holl, ar skoazell roet gant ar bobl d’ar brezhoneg.
En ziv Redadeg gentañ, e 2008 hag e 2010 e oa bet bodet bewech un 10 000 bennak a dud, leun a levenez hag a startijenn, tud a bep oad hag a bep metoù, e-barzh ar Redadeg hag en-dro dezhi, e pemp departamant Breizh, ha tud nevez a dommo outi.Gwerzhet e vo pep hini eus an 1500 km a-benn dastum gwenneien da arc’hantiñ rouedad ar skolioù Diwan evit an hanter ha kevredigezhioù all evit an hanter all, anezho raktresoù gouestlet da implij, diorren ha treuzkas ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ.
Enoret eo bet ar gevredigezh « Ar Redadeg » e 2008 gant daou briz : Priz Kentañ ar Rannvro evit Dazont ar Brezhoneg (roet e miz Mae 2008 gant Kuzul Rannvro Breizh) ha Priz Brezhoneger ar Bloaz e-pad lid « 7 alaouret ar brezhoneg», e prizioù FR3 Kornôg (e miz Genver 2009).
Arouez ar vazh-test
Ur redadeg a bep eil eo abalamour d’ar vazh-test a zo arouez ar yezh a vez roet a zen da zen hag a rumm da rumm.Penaos ez aio en-dro :
Pep kilometr zo niverennet, eus 1 betek 1500, ha pep hini zo redet gant un den e penn ar Redadeg.
Gwisket eo ar pennreder gant rochedig ruz niverennet e gilometr, hag eñ eo an hini a zoug ar vazh-test hag ar gemennadenn zo enni, arouez dazont ar yezh.
A-dreñv dezhañ emañ ar rederien all, a red keit ha ma karont, da ambroug ar pennreder hag ar Redadeg. Mar plij dezho, e wiskont rochedoù gant liv ar Redadeg da ziskouez o skoazell.Gant an nerzh a sav eus ar bagad tud e c’hall pep hini redek ur pennadig hag a-wechoù pelloc’h eget m’en dije soñjet !
Evel ar c’horrika
Ganet e oa bet ar Redadeg e miz Mae 2008, da vare 30vet deiz-ha-bloaz ar skolioù Diwan. Awenet e oa gant skouer « Korrika » Euskadi, a zo bev abaoe 25 bloaz bremañ hag a vod bep tro kant miliadoù a-berzhidi… bet eo ur strollad breizhis da redek er c’horrika e miz Meurz 2011... setu ur filmig graet gant Gwagenn TV
An abadennoù : plijadur ’vo !
War hent ar Redadeg e vo aozet abadennoù digor d’an holl, evit ar berzhidi hag ar skoazellerien : dijuniñ pe predoù all, festoù-deiz pe -noz, stalioù, pezhioù-c’hoari pe sonadegoù... Noz ha deiz e vo bev ar Redadeg, ha bev-buhezek zoken, gant kan ha sonerezh.
Rak rankout a raio ar Redadeg bezañ gwelet ha klevet noz ha deiz ! Ouzhpenn ur vodadeg vras eo ar Redadeg : kalon ar yezh o talmiñ eo, hor sevenadur o redek evel ar gwad en hon gwazhied, da frouezhusaat hon zachenn zouar. “Hep startijenn ar brezhoneg Breizh nerzhus ebet ...” Ma peus c’hoant kemer perzh en aozadur ha kinnig un abadenn, deuit e darempred gant aozerien ar Redadeg. -
Palioù ar Redadeg
Prenet e vez ar c’hilometroù gant an dougerien. Ar gounidoù bet graet a vo profet evit an hanter da rouedad ar skolioù Diwan , lidet ganti he 30 vloaz e 2008, hag hi luskerez ar Redadeg kentañ.Treuzkas ar yezh a ya en-dro hiziv peurliesañ dre ar c’helenn e brezhoneg er skolioù. Rouedad Diwan, evit kelenn ar brezhoneg dre soubidigezh er skolioù a zo enni 3 500 bugel adalek ar skol-vamm ha betek ar vachelouriezh. Bep bloaz e vez digoret skolioù nevez. Harp eo rouedad ar skolioù-se, skolioù kevredigezhel, lik ha digoust, war he skoazellerien unan hag unan, ha war skoaziadoù deuet a-berzh strollegezhioù, ha dre vras war ar gevredigezh. Met n’eo ket trawalc’h e-keñver an ezhommoù bras a zo, da skouer evit ar skolioù nevez a rank gortoz pemp bloaz evit kaout postoù paeet gant ar Stad. Setu perak e roer da Ziwan hanter an arc’hant gounezet.
An eil hanter a vo profet da raktresoù nevez a yelo a-du gant implij ar yezh er vuhez foran, a gaso ar brezhoneg war-raok er mediaoù nevez, pe a roio tu d’ar vrezhonegerien ober gant o yezh.
Ar Redadeg a di da di , BP 15 - 35310 Morzhell
06 08 64 99 72
Montroulez


















