Doareoù a bep seurt a zo evit kemer perzh er Redadeg, hervez ho c’hoant ha n’eus netra d’ober dre ret !
M’ho peus c’hoant da ziskouez e skoazellit ar brezhoneg a-hed ar Redadeg met ivez a-hed ar bloaz e c’hallit gwiskañ mailhurennoù brav-spontus ar Redadeg !
Bep bloaz e vez ul liv disheñvel, met ul liv laouen ha leun a startijenn bepred... evel “A l’aise Breizh” hor c’heveler 2012.
Evit 2012 : Glas….evel ar mor !
Gant al loc’hañ e Brest hag an degouezh e Douarnenez, anat eo ne oamp ket evit tremen hebiou !
Penaos kavout anezhe ? Pelec’h kavout anezhe ? Betek pegoulz ?
♦ Leuniañ ha kas ar follenn werzh. Mont a raimp e darempred ganeoc’h evit kavout ganeoc’h an doare aesañ da gas an traoù, pe dre an ti-post (met frejoù ouzhpenn a zo) pe dre dud a youl-vat er vro.
♦ Kavout en daolenn-mañ ul lec’h-gwerzh tost d’ho ti ha mont e darempred gant un den e karg.
Ar mailhurennoù a zo e gwerzh betek an 31 a viz Meurzh 2012. Goude-se e vo ret deoc’h gortoz tremen ar Redadeg evit prenañ anezhe e karr-tan kentañ ar Redadeg, an hini a zeuio 6 mn a-raok an heuliadeg. Ret vo deoc’h ober buan neuze !
- mailhurenn c’hlas mailhurenn c’hlas(JPEG – 1.5 Me)
- Folenn Gwerzh t-shirt 2012 Folenn Gwerzh t-shirt 2012(PDF – 55.6 ke)
Ar Redadeg a di da di , BP 15 - 35310 Morzhell
06 08 64 99 72
Montroulez

















