Goulennit pep tra diganeomp... respontet vo deoc’h !

Degemer al lec'hienn > Kinnig > Penaos kemer perzh ?

Penaos kemer perzh ?

Tremen a raio ar Redadeg nepell diouzh ho ti ? Deuit ganeomp ha redit evel m’ho peus c’hoant ! Ar Redadeg ’zo digoust ha pep hini a c’hall dont ganeomp !

Pep hini a c’hall kemer perzh gant meur a zoare :

prenit ur c’hilometr

pe meur a hini ha dougit ar vazh-test : ar bilhed prenañ zo da bellgargañ pe prenit en linenn (n’eo ket ret ober un testeni mezeg)

  • priz kilometr tud pe kevredigezhioù : 100 €
  • priz kilometr kumunioù pe embregerezhioù : 200€

deuit ganeomp evel ur c’henveler pe ur mesen

Lakait hoc’h anv e-kreiz brud un darvoud poblek ha leun a startijenn evit reiñ da anavezout hoc’h embregerezh en un doare dispar a-gevre gant miliadoù a dud yaouank a vev enno Breizh an dazont hag a zalc’h krog o yezh hag o sevenadur. (S.o. roll an danvez kevelerien)

gallout a rit ivez :

  • redit ha setu tout , war-lerc’h ar pennrederien a zoug ar vazh-test, evit skorañ ha skoazellañ anezho a-hed ur c’hilometrig pe muioc’h war-hed dek kilometr zoken.. n’eus spered a gevezerezh ebet ha digoret eo ar Redadeg d’an dud a bep oad hag a bep tro, d’an holl..
  • prenit ur vailhurenn liv Redadeg 2012 warni (tud deuet 10 € bugale 5€) mailhurennoù zo da werzhañ o klikañ war ar rubrikenn
  • kevredigezhioù, skolioù, embregerezhioù, strollegezhioù, ... Grit ho mad eus tremen ar Redadeg evit aozañ ur gouel ha diskouez ar pezh a rit evit ar brezhoneg.
  • skrivañ kanaouennoù, tapout fotoioù, grit filmoù, lakaat startijenn er Redadeg
  • skignañ ha brudañ ar redadeg , bodiañ en-dro deoc’h ho mignoned-c’hwi hag ho familh, izili, ... pal eo diskouez e vezomp niverus, mennet ha dedennet gant ur yezh vev hag e pep lec’h e Breizh.

hag ivez, evel just :

  • emezelañ d’ar gevredigezh “ar Redadeg a di da di”

Kumunioù, embregerezhioù, artizaned, stalioù... c’hoant ho peus titouroù ouzhpenn ? Klikit amañ

Km : 1442
article.html