Goulennit pep tra diganeomp... respontet vo deoc’h !

Degemer al lec'hienn > Kinnig > Petra eo ar Redadeg ?

Petra eo ar Redadeg ?

Ar Redadeg

E kreizig-kreiz ar glad breizhat, gant e identelezh kreñv hag e binvidigezh emañ ar brezhoneg.
Fellout a ra da aozerien ar Redadeg ober eus an degouezhadenn-se arouez vev treuzkas ar yezh, a rummad da rummad, a vro da vro.

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur.
N’eus taol-kaer ebet d’ober, maout ebet da c’hounit. Dont a ra an tadoù ha mammoù gant o bugale, an dud-kozh gant o bugale-vihan, ar re yaouank gant o mignoned, da redek 100 pe 1000 m, an holl a-gevret.

An holl troet war-du un dra hepken : ambroug dougerien ar vazh-test, hag ar c’hemenn e brezhoneg a zo enni, hep distag, hag an trec’h eo trec’h an holl, ar skoazell roet gant ar bobl d’ar brezhoneg.
En ziv Redadeg gentañ, e 2008 hag e 2010 e oa bet bodet bewech un 10 000 bennak a dud, leun a levenez hag a startijenn, tud a bep oad hag a bep metoù, e-barzh ar Redadeg hag en-dro dezhi, e pemp departamant Breizh, ha tud nevez a dommo outi.

Gwerzhet e vo pep hini eus an 1500 km a-benn dastum gwenneien da arc’hantiñ rouedad ar skolioù Diwan evit an hanter ha kevredigezhioù all evit an hanter all, anezho raktresoù gouestlet da implij, diorren ha treuzkas ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ.

Enoret eo bet ar gevredigezh « Ar Redadeg » e 2008 gant daou briz : Priz Kentañ ar Rannvro evit Dazont ar Brezhoneg (roet e miz Mae 2008 gant Kuzul Rannvro Breizh) ha Priz Brezhoneger ar Bloaz e-pad lid « 7 alaouret ar brezhoneg», e prizioù FR3 Kornôg (e miz Genver 2009).

Arouez ar vazh-test

Ur redadeg a bep eil eo abalamour d’ar vazh-test a zo arouez ar yezh a vez roet a zen da zen hag a rumm da rumm.

Penaos ez aio en-dro :
Pep kilometr zo niverennet, eus 1 betek 1500, ha pep hini zo redet gant un den e penn ar Redadeg.
Gwisket eo ar pennreder gant rochedig ruz niverennet e gilometr, hag eñ eo an hini a zoug ar vazh-test hag ar gemennadenn zo enni, arouez dazont ar yezh.
A-dreñv dezhañ emañ ar rederien all, a red keit ha ma karont, da ambroug ar pennreder hag ar Redadeg. Mar plij dezho, e wiskont rochedoù gant liv ar Redadeg da ziskouez o skoazell.

Gant an nerzh a sav eus ar bagad tud e c’hall pep hini redek ur pennadig hag a-wechoù pelloc’h eget m’en dije soñjet !

Evel ar c’horrika

Korrika 2011

Ganet e oa bet ar Redadeg e miz Mae 2008, da vare 30vet deiz-ha-bloaz ar skolioù Diwan. Awenet e oa gant skouer « Korrika » Euskadi, a zo bev abaoe 25 bloaz bremañ hag a vod bep tro kant miliadoù a-berzhidi… bet eo ur strollad breizhis da redek er c’horrika e miz Meurz 2011... setu ur filmig graet gant Gwagenn TV

An abadennoù : plijadur ’vo !

War hent ar Redadeg e vo aozet abadennoù digor d’an holl, evit ar berzhidi hag ar skoazellerien : dijuniñ pe predoù all, festoù-deiz pe -noz, stalioù, pezhioù-c’hoari pe sonadegoù... Noz ha deiz e vo bev ar Redadeg, ha bev-buhezek zoken, gant kan ha sonerezh. Rak rankout a raio ar Redadeg bezañ gwelet ha klevet noz ha deiz ! Ouzhpenn ur vodadeg vras eo ar Redadeg : kalon ar yezh o talmiñ eo, hor sevenadur o redek evel ar gwad en hon gwazhied, da frouezhusaat hon zachenn zouar. “Hep startijenn ar brezhoneg Breizh nerzhus ebet ...” Ma peus c’hoant kemer perzh en aozadur ha kinnig un abadenn, deuit e darempred gant aozerien ar Redadeg.

article.html