Goulennit pep tra diganeomp... respontet vo deoc’h !

Degemer al lec'hienn > Raktresoù arc’hantet

Raktresoù arc’hantet

An arc’hant : petra zo arc’hantet gant ar Redadeg ?

Prenet e vez ar c’hilometroù gant an dougerien.
Ar gounidoù bet graet a vo profet evit an hanter da rouedad ar skolioù Diwan.
An eil hanter a vo profet da raktresoù a yelo a-du gant implij ar yezh er vuhez foran, a gaso ar brezhoneg war-raok er mediaoù nevez, pe a roio tu d’ar vrezhonegerien ober gant o yezh.

Bep bloaz, ur galv a zo bet graet d’ar c’hevredigezhioù hag ur «C’huzul ar re fur» a zo bet savet, ennañ tud anaoudek eus ar bed sevenadurel pe arzel, pe eus ar c’helenn. Distag hag emren eo ar bodad-mañ eus ar Redadeg, gwareziñ neptuegezh an dibab-raktresoù a ra, ha gantañ e vo ingalet ar gounidoù.

Ar raktresoù dibabet e 2012

Ar gounidoù bet graet a vo profet evit an hanter da rouedad ar skolioù Diwan .

Perak da Ziwan ?

  • Peogwir pa oa lidet ganti he 30 vloaz e 2008 e oa luskerez ganti ar Redadeg kentañ.
  • Peogwir a vez graet treuzkas ar yezh an deiz a hiziv dreist-holl a-drugarez d’ar skolioù. Rouedad Diwan, evit kelenn ar brezhoneg dre soubidigezh er skolioù a zo enni 3 500 bugel adalek ar skol-vamm ha betek ar vachelouriezh. Bep bloaz e vez digoret skolioù nevez.
  • Peogwir eo skoazellet rouedad ar skolioù-se, skolioù kevredigezhel, lik ha digoust, war he skoazellerien unan hag unan, ha war skoaziadoù deuet a-berzh strollegezhioù, ha dre vras war ar gevredigezh. Met n’eo ket trawalc’h e-keñver an ezhommoù bras a zo evit kendalc’h he diorren, da skouer evit ar skolioù nevez a rank gortoz pemp bloaz evit kaout postoù paeet gant ar Stad.

Setu perak e oa bet divizet, er statudoù, da reiñ da Ziwan hanter an arc’hant gounezet gant pep Redadeg.

An eil hanter a vo profet da raktresoù nevez a yelo a-du gant implij ar yezh er vuhez foran, a gaso ar brezhoneg war-raok er mediaoù nevez, pe a roio tu d’ar vrezhonegerien ober gant o yezh.

Ar bloaz-mañ hon eus resevet 26 raktres, 7 a zo bet dibabet gant Kuzul ar re fur. Ezhomm vo 60 500 € evit arc’hantiñ anezho da lâret eo 120 500 € evit an holl gant Diwan.

rubrique.html