Un degouezh a zoare e Douarnenez !
Degouezhout a raio ar redadeg d’ar Sadorn 19 a viz Mae e Douarnenez, evit devezh Gouel Erwan, Gouel Breizh bremañ hag e-kreiz ur gouel nevez e Douarnenez ijinet war un dro gant deiz-ha-bloaz fañfar « A bout de Souffle » .
Ar gouel-mañ anvet « La vie en reuz » a vo d’ar 17, 18 ha 19 a viz Mae 2012 hag a vo anezhañ un darvoud poblek diazezet war mesk ar sevenadurioù, degemeret vo ar Redadeg evit echuiñ ar gouel-mañ, gant un degouezh leun a startijenn !
Douarnenez ’zo barzh ar Redadeg abaoe 2008
Adalek an dro gentañ e 2008 e red tud Douarnenez, en o zouez bugale ar skol divyezhek ; ur bern eusouto a oa bet gwelet e Brieg e miz Mae 2008.
Spered gouel an degouezh
Etre traoù hengounel ha traoù a-vremañ, e tiskouezo roll ar fest pegen pinvidik eo ar grouidigezh e brezhoneg. Degouezh ar Redadeg a vo un darvoud poblek ha digoust. Un darvoud evit pep hini, evit pep rummad, brezhonegerien pe get, barrek war sevenadur Breizh pe get, tud eus ar vro ha tud eus lec’h all...
Roll an degouezh
Folenn-nij program an degouezh
Plasenn an Ifern
O c’hortoz ar Redadeg, e vo birvilh a bep seurt e brezhoneg : c’hoarioù hengounel, gweladenn vag kozh e Porz-Mirdi, dizoleiñ ar yezh, sonadegoù evit an dud gour hag ar vugale, kanaouennoù savet gant ar vugale skol diyezhek Douarnenez, monocycle... (e parkva Beziers)
4e39 Kilometr ar vugale
5e00 Porzh ar Rozmeur
- Degouezh e porzh ar Rozmeur
- Lennet e vo ar gemennadenn tennet eus bazh-test ar Redadeg
- Kanaouenn ofisiel savet gant Dom Duff ,“Foeter Breizh”
- Prezegennoù ofisiel
- Sonerezh (Fañfar) ha digor-kalon
7e00 : Gavotenn vras er Rozmeur
gant sonerien a-hed an hent evit mont gant an dud betek parkva Beziers. Bagad Redadeg, Re an Are, Koulmig/Guylaine, Ollu/Desplanches, Eien, Kere/Le Menn, Mell/Josset
Plasenn Beziers
- 8e00-9e00 : Arzourien a bep seurt pedet gant Nolwenn Korbell
- 9e : Zezenaren Taldea, ur strollad euskarat, startijenn ha plijadur ganeoc’h !
- 9e45 : fanfarioù
- 10e – 2e : Fest-Noz Marine/Enora/Sterenn Termajik Ivona/Enora Krenijenn + Krismenn Mell/Josset Kere/Le Menn Eien
Titouroù ouzhpenn
Evit kousket
Klikit amañ evit kaout roll an tachennoù kampin ha leti
Mont dre :
** an hent :
Paris (600 km) : hentis betek Roazhon, hentis digoust
Roazhon-kemper Naoned (250 km) : hentis digoust betek kemper-Roazhon (230 km) : hentis digoust betek Kemper.
E Kemper : ret eo kuitaat an hentis betek Kemper North "Park Poullig”, mont betek Douarnenez (25 km)
** dre c’harr-nij :
Aeroportoù : Kemper-Plugin (18 km) : 02.98.94.30.30 Brest-Guipavas (80 km) : 02.98.32.01.00 An Orian (100 km) : 02.97.87.21.50
** dre vigi :
Porzh Roscoff (105 km) : 0 8 25 828 828
** dre dren:
Ti Gar Kemper (25 km) : 36 35 Tren betek Douarnenez gant Kirriboutin (beaj 35 mn - Priz : 2€) eurioù www.viaoo29.fr pe 02.98.92.13.35
Ar Redadeg a di da di , BP 15 - 35310 Morzhell
06 08 64 99 72
Montroulez (12-13/05)










































